Hesonerezh vogalennek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hesonerezh vogalennek (saoz.: vowel harmony) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus un doare heñveladur a-bell ma vez levezonet gantañ vogalennoù hervez patromoù resis en ur yezh bennak e degouezhioù yezhadurel resis.

Da lâret eo e berr gomzoù e rank an holl vogalennoù e diabarzh un hevelep ger dont eus an hevelep rummad vogalennoù ha rankout a ra klotaat vogalennoù ar c'hengerioù gant ar rummad vogalennoù implijet er c'helf pe er wrizienn.

Kavet e vez hesonerezh vogalennek e meur a yezh dre ar bed, da skouer : ar yezhoù altaek (d.s. ar japaneg hag ar c'horeaneg), meur a yezh turkek (d.s. an turkeg), ar yezhoù mongolek (d.s. ar mongoleg), ar yezhoù finnek-ougrek( d.s. ar finneg hag an hungareg) hag ivez ar yezhoù akanek, yezhoù bantouek 'zo, (d.s. al lingaleg), rannyezhoù katalanek, yezhoù salichek, yezhoù kousek, yezhoù maidouek, yezhoù manchouek, yezhoù nilotek, an sumereg, an takelmeg, an telougoueg, ar yezhoù outiek.

E meur a yezh, evel ar yezhoù altaek e talvez an hesonerezh vogalennek da elfenn yezhadurel, keit ha ma c'hell talvezout da berzh distagañ hiniennel pe rannyezhel e yezhoù all zo evel ar brezhoneg.

E rannyezhoù brezhonek 'zo, da skouer al leoneg, e kaver un doare hesonerezh vogalennek ma kemm vogalennoù gwrizienn pe kelf verboù zo evit klotaat gant vogalennoù tematek an dibennoù, da skouer:

"lavarit" > "livirit"
"karez" > "kerez
"gallit" > "gellit"

Peurliesañ avat e kemm ar vogalennoù e c'hengerioù evit dont da vezañ heñvel ouzh ar vogalennoù en nominativ (d.l.e. ar stumm-meneg), da skouer e hungareg:

Nominativ Dativ Ster
város város-nak "kêr"
öröm öröm-nek "levenez"

Amañ e implijer dibennoù disheñvel hervez ma kaver en nominativ ur vogalenn a-raok (dibenn: -nek, dre m'eo araokoc'h "e" evit "a") pe ur vogalenn a-dreñv (dibenn: -nak, dre m'eo a-drekoc'h "a" evit "e").

Dre ma tenn an hensonerezh da berzh ar c'hengerioù e c'hell an hesonerezh bezañ a-gleiz da zehoù, dre vras er yezhoù implijet gante lostgerioù dreist-holl pe nemetken, pe a-zehoù da gleiz, dre vras er yezhoù implijet gante rakgerioù dreist-holl pe nemetken. Er yezhoù implijet gante koulz rakgerioù ha lostgerioù e kaver ivez hensonerezh a-gleiz da zehoù hag a-zehoù da gleiz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search